Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Hon embannaduioł

levr Yvonne Breilly

 

El levr bihan-se e vo heuliet hent dispar ur vaouez meur e bed al lazoù-kanañ : Yvonne Breilly-Le Calvez. A-hed ar pajennadoù, e kont ar skrivagnerienn, kenurzhiet gant Yvon Trinquet, neudenn buhez plac'hig yaouank Dirinonn, n'eo morse bet ankounac'het ganti from ar c'hanaouennoù brezhoneg e iliz he farrez. Lakeet e vo war well ivez he buhez skolaerezh, he buhez renerezh laz-kanañ, ha dizoloet e vo bed braz ar saverezh muzik, gant ur faltazi awenet gant oberennoù barzhed Breizh. 
Levr divyezhek brezhoneg / galleg. Troidigezh gant Yann-Ber Thomin
Embannet e vo e miz kerzu 2016. 

Priz o rakprennañ : 7€ , 9€ goude an embann. 
Evit urzhiañ, kargit ar folenn rakprennañ, ha kasit anezhi en-dro leuniet samblez gant ur chekenn da gKevread Kanomp Breizh. 

 

couverture biographie rene abjean

René Abjean & Ar Marh Dall 
E-barzh al levr bihan-se e restaol deomp Jean-Marc Kernin kaozeadennoù e n'eus bet gant ar c'hompozer ha rener lazoù-kanañ. Displeg a ra deomp penaos eo bet krouet e oberenn brudetañ, kanadenn Ar Marh Dall. Levr divyezhek, troet e brezhoneg gant Maguy Kerisit. Ment 12x17, poltriji gwenn ha du.

8€ + 2€ frejoù post

CD ar Marh Dall

Ar Marh Dall : ur CD gant kanadenn brudetañ René Abjean ha Job an Irien.
Enrollet live eo bet e Pondi Ar Marh Dall kanet gant an 120 kaner bennag Lazoù-kanañ Kanomp Breizh asamblez gant Gwenaël Riou (ograou), Jean-Pierre Dovilliers (gitar bout), Georges Bertholom (gitar), Françoise Le Visage (telenn), Alain Nizou (tin whistle), Yann Goasdoué (biniou braz), Ronan Pouliquen, Gilles Troël ha Dominig Mahé (bombard). Renet int holl gant Jean-Marie Airault.
Kavout a rit war ar bladenn ivez lodennoù Kampionnad Breizh al lazoù-kanañ 2014.

15€ + 2,50€ frejoù post

levr folennou muzik

Kanomp Breizh 1 : Tonioù kembraek, keltiek ha klasel lakaet e brezhoneg evit al lazoù-kanañ.
81 folenn muzik tonioù Bro Gembre, tonioù keltiek eus Bro Skos ha Bro Iwerzhon, ha tonioù klasel, a zo bet bodet el levr-se. Skrivet eo bet evito pozioù e brezhoneg. Gant ur ragskrid skrivet gant René Abjean, bet dastummet an tonioù ivez gantañ, eo al levr-se ur gwir somm, ur benveg klok evit koristed ha renerien lazoù-kan







25€ + 5€ frejoù postañ a blij dezho kanañ e brezhoneg.

visuel cd A hed an amzer

A-Hed an Amzer, Au Fil du Temps
An daspunerezh-se a vod tonioù enrollet gant lazioù-kanañ Kanomp Breizh war-dro mareoù-bloazh, ha gouelioù. Un droiad-vale brav a-hed ar bloavezh hengounel.

10€ + 3€ frejoù post

visuel an deiz a darzh

An Deiz a Darzh- Les Choeurs Classiques en Breton
Kamponerien breizh a zo bet alies awenet gant tonioù klassik roll-skridoù europa ar 19ved ha 20ved kantved.
Peogwir e oa sur d'an dalvoudezh ar gwlad-se evit an dud a gav mat kan e brezhoneg, René Abjean n'eus bodet anezhe, ha n'eus kinniget d'al lazioù-kanañ Kanomp Breizh da enrollañ lod anezhe. Lod an tonioù-se a zo bet adlaket war barzhonegoù Marie Kermarec, Job An Irien pa Visant Seite, da skouer, d'ober un dastumadenn gant sonioù relijiel ha disakr. 
Bach, Haendel, Sibelius 'vo anavezet ganeoc'h didan sonennoù yezh Breizh.

10€ + 3€ frejoù post

Bremañ : a-hed an amzer + an deiz a darzh = 15€ + 6€ frejoù post
 dvd BAG 2011

 DVD 30vet Breizh a Gan
DVD ar sonadeg espar a zo bet dalc'het e Gwened e miz Kerzu 2011 evit lidañ tregontvet Breizh a Gan. Seizh laz-kanañ eus a re wellañ e Breizh o kanañ tonioù e brezhoneg war leurenn Palez an Arzoù Gwened: Kanerien sant Karanteg,Awel Dreger, Anna Vreizh, Mouezh Bro Konk, Kanerien sant Meryn, Kanerion an Oriant, Mouezh Paotred Breizh.

15€ + 3€ frejoù post

 

 Bremañ : 2CD + 1 DVD = 15€ + 6€ frejoù post !


Stalig

Kinnig a reomp deoc'h ivez :

Kraion feltr 3 liv
Akomod evit koristed a glask heuliañ o linenn kan war ar folenn-muzik! 
Gant logo Kanomp Breizh.
2,50€
surligneurs
 

Kraion-gom
Dister d'an holl !
Gant logo Kanomp Breizh
1,00€ 

crayons gomme 

Levrig folennoù-muzik Breizh a Gan 
(Meulomp Doue, Kan evit ar Peoc'h, Kenavo, Bro Gozh)
21x29,7
Embannadurioù Kendalc'h
5€
recueil Breizh a Gan 

Levrig Kan evit ar Peoc'h
Pozioù kanadenn Job an Irien ha René Abjean a-bez gant an droidigezh
12x18
Embannadurioù Kendalc'h
3€ 
recueil Kan evid ar peoch 


Urzhiań produioł Kanomp Breizh

Kasit ho chekenn e añv Kanomp Breizh da :
Kevread Kanomp  Breizh
E ti Yann-Ber Thomin
20 bali ar Rozbresk
29800 Landerne