Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Laz-kanań Breizh

Laz-kanań Breizh

Krouet eo bet Lazoù-kanañ Kanomp Breizh e 2014, da vare 10vet deiz ha bloazh ar c'hevread. Bodet e vez 150 kaner ennañ, deus 12 laz-kanañ ezel ar c'hevread. Dont a reont eus Breizh a-bez, deus Gwitalmeze betek an Naoned.  
Al laz-kanañ, renet gant Jean-Marie Airault, a zo bet savet evit krouiñ pe adkrouiñ oberennoù meur e brezhoneg, gant ul laz-seniñ dek soner : Gwenaël Riou (ograou), Georges Bertholom (guitar), Jean-Pierre Dovilliers (gitar bout), Françoise Le Visage (telenn), Yann Goasdoué (biniou), Alain Nizou (tin-whistle ha uileann-pipe), Dominig Mahé, Gilles Troël et Ronan Pouliquen (bombardoù). 

An oberenn gentañ krouet gant Lazoù-kanañ Kanomp Breizh a zo kanadenn Ar Marh Dall, gant Job an Irien ha René Abjean. Teir gwech eo bet kinniget betek bremañ : e miz kerzu 2014 e Pondi, e miz gouere 2015 e digoradur gouelioù Kann al Loar e  Landerne, ha evel raksonadeg gouelioù Kerne e Kemper. 

skritell Ar Marh DallKanadenn Ar Marh Dall 
Skrivet eo bet e 1978, ha kanet evit ar wech kentañ 35 vloazh zo e 1979 e-pad Bleun-Brug Plougastell. Ar c'hanadenn-se a zo leun a nerzh hag a lusk, gant pozioù a galv pas lakaat da goll hor yezh, hor sevenadur hag hon anav.  Chomet eo an destenn buhezus tre, hag a-vremañ (Job an Irien a lar ne jeñchfe ket ur ger deusouti ma vefe o skrivañ e oberenn en-dro hiziv), ha chomet eo ar sonerezh leun a strafuilhadenn.

 

an aval hag ar c'halizKanadenn An Aval hag ar C'haliz 
Skrivet eo bet barzhoneg ar c'hanadenn-se gant Patrick Corlay. Eizh taolenn impressionist a zo. Livet eo enno, e doare telenneg a blij skrivagner An Alre, maread gwinterezh gred gozh ar Gelted da relijion kristen nevez, pa eo bet marc'homet Breizh Veur ha Breizh ganti. E Vvet kantved en em gavo ar selaouer. Etre istor ha mojennerezh e vez klevet hekleo ar stourm, hag an avel a-us d'ar runioù hag a zegas c'hwezh esañs al lidoù. 

Lazoł-kanań Kanomp Breizh o pleustriń


Sonadegoł LKKB o tont

Kanañ a raio Laz-kanañ Breizh :

- E Kintin e-pad Breizh a Gan an eil a viz Kerzu 2018. Kanet e vo evit ar wech kentañ
kanadenn An Aval hag ar c'haliz gantañ.

- E Palez an Arzoù Gwened, d'ar sadorn 18 a viz mae 2019.

- E sal Oceanis Plañvour, d'ar sul 19 a viz mae 2019


Heuliit Laz-kanañ Breizh war Facebook

                                   logo Facebook


Evit lakaat LKKB war roll gouelioł

Kanadenn Ar Marh Dall
Padout a ra ur 35mn bennak kanadenn Ar Marh Dall.

Evit lodenn gentañ ar sonadeg, gallout a reomp kinnig deoc'h "Skeudennoù Breizh-Izel" koun eus maesadoù ar vro lennet ha kanet gant Gwenaël Riou o troadañ war an ograoù. Testennoù Flaubert, Brizeux, Suarez, Le Bras, a zo lennet gant Jean-Marie Airault, ha repont a ra dezhañ ul laz-kanañ paotred, graet eus izili Mouezh Paotred Breizh, o kanañ tonioù hengounel.

Posubl eo ivez lakaat ul laz-kanañ all ezel Kanomp Breizh da ganañ e lodenn gentañ ar sonadeg. 

Priz abadenn Ar Marh Dall : 2500€, gant kached ar sonerien, ar frejoù hent, ar sono. 
Degemer : ur sal evit cheñch dilhad ha tommañ ar mouezhioù, ur pred pe ur merenn goude ar sonadeg. Ret eo ragwellet trawalc'h a amzer araog ar sonadeg evit staliañ ar sono, kempouezh ar binviji hag ar pleustradeg (2eur d'an neubeutañ). 


Kanadenn An Aval hag ar C'haliz
a c'hello bezañ feurmet adalg an hañv 2018.
Pad : tro 35-40 munutenn
gallout a rafe Kanomp Breizh kinnig ul lodenn gentañ tro 40 munutenn evit sevel un abadenn klok tro 1e30. 
Priz abadenn Ar Marh Dall : 2500€, gant kached ar sonerien, ar frejoù hent, ar sono. 

Evit kaout titouroù ouzhpenn, deuit e darempred gant ar c'hevread, mar plij.