Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Stummadurioł

Kanań e Brezhoneg

Un dervezh stummadur war ar vouezh ha war ar yezh eo Kanañ e brezhoneg. Kinniget e vez bep bloazh da vare an diskar-amzer. War ar roll e vez kavet :

-          Diouzh ar mintin, diou stal labour da zibab : teknik ar vouezh (evit kordennadoù paotred ha kordennadoù merc’hed), pe yezh (al liammoù, ar pouezh-mouezh, digoradur ar vogalennou, labour war pozioù ur ganaouenn)

-          Goude merenn, pe ur brezegenn war un tem e liamm gant ar c’han, ar sonerezh hengounel pe ar sevenadur, pe pleustradeg a peder vouezh war ar c’han bet labouret ar yezh anezhañ diouzh ar mintin

Kinniget eo an dervezhiad da 20€, gant ur priz ispisial 10€ a zo evit izili Kanomp Breizh ha Kendalc’h.

atelier Helene Kervazo

 

atelier JC Le Ruyet

 

Stummadur rener laz-kanań ha rener kordennad

Ar stummadur a zo kinniget e pemp dervezh a-hed ar bloazh. An deizioù e 2019 : Disadorn 23 a viz c'hwevrer, 27 a viz ebrel, 22 a viz even, 28 a viz gwengolo et 23 a viz du.

Ar stummerien

Jean-Marie Airault, rener Mouezh Paotred Breizh (laz-kanañ bet añvet pemp gwech Kampion Breizh) ha Laz-kanañ Breizh.
Ieva Gravite, kelennerezh sonerezh. Heuliet e vo ar strollad ganti o seniñ ouzh ar piano.
Ur c’helenner war teknik ar vouezh a gaso en-dro an trede dervezh. Ul laz-kanañ evit en em stummañ a vo e-pad an daou zervezh diwezhat.

War roll ar stummadur

Pal ar pemp dervezh stummadur a c’hell bezañ rezisaet dre pevar ahel :

-          Respont d’ar goulennoù emañ o hortoz ar stajidi, dezho da vezañ dija rener kordennad o klask en em wellaad pe koristed c’hoant ganto ren ur c’hordennad evit skoazellañ o rener. Kompren petra a zo klasket gant pephini er stummadur, petra zo gortozet gant al laz-kanañ a gas un den er stummadur, sikour ar stajidi o teskiñ un neubeut reolennou war ar sonerezh solfej ha war al lusk a c’hellfe ober diouer dezho.

-          Reiñ d’ar stajidi diazezoù evit ren ur c’hordennad, skoazellañ anezho da gavoud enno pe da zeskiñ doareoù da lakaat anezho da ren ur strollad a un-vouezh pe a lies-vouezh.

-          Treuzkas skiantprenet ar stummerien evit en em zizoloiñ, evit kaoud fiziañs, dizoloiñ a re all, deskiñ da selaou ha bezañ selaouet.

-          Disgas d’ar stajidi un nebeud teknikou ar vouezh evit tremen e-biou d’un neubeut fazioù a c’hellfe bezañ gwallus evit ar ganerien a vo renet ganto.

 Priz

 

Frejoù pedagojikel

Frejoù dosier

 Stummadur en holl

Izili lazoù-kanañ ezel eus Kanomp Breizh

 10€ an dernvezh stummadur
 50€ en holl

 10€

 60,00€

Reou er maez ar c’hevread

 20€ en dervezh stummadur
 100€ en holl

 10€

 110,00€

 

Stummadur war ar vouezh

Dibun : 3 sadorn : 10 a viz du 2018, 19 a viz genver ha 30 a viz meurzh 2019. Etre 10e ha 12e30 hag etre 2e ha 4e30.

Stal-labour kaset en-dro gant Geneviève Marchand
Kelennerezh kan, ha renerezh laz-kanañ

Mennad

Gouzoud petra a hell ober  ar vouezh, stankañ ar pez a vañk dre gemer harp war ar poentoù kreñv. Perhennañ diazezoù ar vouezh a vez implijet en holl yezhoù. Implij anezho o kanañ ar partisionnoù. Tachennoù da wellaad a zo war ar sonerezh, nerzh ar vouezh, arlivioù ar partision, an distagadur.

Evit piv ? Evit an holl

Endalc’h

-          Emzalc’h ar c’horf a rank beza desachet gant ar c’han war-zu an arvesterien, gant startijenn hag en un doare laouen. Santet e vo gant an arvesterien evel ur c’hemenn gwir ha kreduz dezhañ.

-          Dirouestlañ kudenn an alan oc’h adkavout an alan naturel, añvet alan damoug.

-          Kanañ ar vogalennou en o-fez, ha produiñ ar c’hoñsonennoù. Liammañ ar c’hoñsonennoù fin gand ar silabennou da heul.

-          Son hag dassonerien. Deskiñ penaos kanañ reizh. Al liammoù etre reizhted an notenn ha emzalc’h ar c’horf.

-          Displegañ partision an tonioù studiet en derez kentañ. Deskiñ penaos notenniñ ar partisionnoù en un doare efedus.

Priz : 40€ an dervezh, 20€ evit izili Kanomp Breizh

Stummadur solfej ar vouezh

Aozadur

Ur stal labour bep miz etre 10e ha kreisteiz, hag etre 2e ha 4egm, eus miz genver beteg miz even.
An deizioù :
26 a viz genver, 10 a viz c’hwevrer, 2 a viz meurzh, 27 a viz ebrel, 15 a viz even. 

Stal-labour kaset en-dro gant Geneviève Marchand
Kelennerezh kan, ha renerezh laz-kanañ

Evit piv ? Evit an holl. Ar stal-labour a zo kinniget d’ar goristed a fell dezho kavout o verkoù aes awalc’h er partisionnoù. Evel-se e vint ur gwir sikour e-pad ar pleustradegoù pe ar sonadegoù.

Un doare disheñvel

N’eo ket tamm ebet ar solfej hengounel a zo kinniget amañ ; re bell eo diouzh gwir ezhommoù ar goristed. N’eo ket kennebeud deskiñ lenn ar partisionnoù. Diazezet eo ar metod war gouiziegezhoù an neuroskiantoù evit pezh a zell ouzh kresk spered ar bugel bihan hag a zesk da gentañ ar c’homz hag ar yezh araog kregiñ da skrivañ. Evel ar bugel yaouank-flamm hag a oar kaozeal araog lenn na skrivañ, gouzout a ra ar c’horist kanañ ha kopiañ tamm pe damm an holl frazennoù sonerezh a vez kinniget dezhañ, hep anavezout framm e lusk hag e ton, zoken. Ar metod-se a zo e bal kompren, analisañ pezh a vez produet o kopiañ ar rener laz-kanañ pa vez desket ur c’han. Tamm ha tamm e vo graet al liamm etre ar pezh a zo bet produet hag an doare da skrivañ anezhañ. Se eo ar gwir solfej, evel ma vez kelennet e broioù all (Kanada, Bro Saoz, Bro Alamagn, Stadoù-Unanet…)

Endalc’h

Deskiñ krouiñ merkoù gwelet ha selaou en ur frazenn sonerezh hag ober ul liamm gant an doare m’eo skrivet ar frazenn. Krouiñ poulsadenn ar c’horf a vo diazez al luskoù disheñvel.

Ar pal

Lakaat ar sinoù war ar paper da vagañ uhelderioù ha luskoù e-barzh an divskouarn-diabarzh. Gant ar pajennad diskodet evel-se, e vo berraet an amzer-deskiñ ha sikouret ar memor da labourat etre diou bleustradeg.  Eñvoret e vo en un doare resisoc’h ha donnoc’h  an tonioù a zo da ganañ dre-eñvor.

An doareoù

Tremen a ra peptra dre ar c’han, dreist-holl dre c’hoarioù selled ha selaou, c’hoariet evel daeoù, deadennoù, (choari kartoù, c’hoari diñsoù, cheñchamantoù plas, hag all…) hag ivez tresadennoù hag arnoderezhioù a-bep seurt.

Priz : 40€ an dervezh, 20€ evit izili Kanomp Breizh


Dervezh Kanań e Brezhoneg 2019

D'ar sadorn 9 a viz du, e Ti Kendalc'h (Dor Océane, 1 straed Sued, 56400 An Alre)

Kregiñ a raio da 10e, betek 5e gm. Degemeret e vo an dud gant ur banne kafe adalek 9e30 mintin. 

Priz : 20€, 10€ priz ispisial evit izili lazoù-kanañ Kanomp Breizh ha Kendalc'h
Lakait hoc'h añv o vont e darempred gant Kanomp Breizh.


Penaos lakaat ańv ?

Aes tre eo !

Kargit ar fichenn eñskrivadur ha kasit anezhi en-dro leuniet, asamblez gant ur chekenn e añv Kanomp Breizh,
da :
Kanomp Breizh
E ti YB Thomin
20 Bali ar Rozbresk
29800 Landerne

Fichenn eñskrivadur Kanañ e Brezhoneg 2019

Fichenn eñskrivadur stummadur rener laz-kanañ - rener kordennad

Fichenn eñskrivadur stummadur war ar vouezh 

Fichenn eñskrivadur solfej ar vouezh