Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kevread Lazoł-Kanań Breizh

Kampionad Breizh al lazoł-kanań 2019

Kampionad Breizh al lazoù-kanañ eil & trede rummad a zo bet dalc'het d'ar sul 26 a viz mae 2019.
Kan ar Vro, eus an Naoned, renet gant Guy Pouliquen, a zo deuet Kampion eil rummad 2019. 
Sellit ouzh an disoc'hoù klok

Kampionad rummad kentañ 2019

Kampionad Breizh lazoù-kanañ rummad kentañ a vo dalc'het e iliz st Tomz Landerne, d'ar 7 a viz gouere, da vare gouelioù Kann al Loar. Ar strollad añvet Kampion Breizh 2019 a vo pedet da ganañ e lodenn gentañ sonadeg an noz war leurenn braz Kann al Loar, da 7e noz. 

Adalek 3.00e gm, deuit da stlapañ lazoù-kanañ o kanañ ar gwellañ eus o toioù e brezhoneg.  

Mont e-barzh 10€. Titouroù, prenañ plasoù, Gouelioù Kann al Loar : 02 98 30 30 45 kann-al-loar.bzh 

 

Da vezań embannet e miz gouere 2019

Eo

Eostad René Abjean. Levrenn I an tonioù dastumet ha krouet gantañ.

Bodet eo un daou-ugent ton bennag el levr folennoù-muzik gentañ-se, dastumet, kompozet pe kempennet a-hed buhez ar c’hompozer ha rener laz-kanañ brudet René Abjean. Eus an tonioù hengounel deuet eus Bro Gembre, d’an oberennoù brezhiad a-vremañ, deuit da bourmen e bed ur soner, e-neus, a-hed ur vuhez leun, atao labouret da binvidikaat roll an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Labouret e-neus ivez a-benn renevezi al lazoù-kanañ. Ur beajadur a-bouez eo al levr-se, profet d’al lazoù-kanañ ha da ganerien Breizh, o vroudañ anezho da vont war-raog war hent ar han e brezhoneg. Embannet e vo e miz even 2019.

Priz poblek 27€

Priz ispisial o rakprenañ 22€ - Evit rakprenañ, kargit ar Boñ rakprenañ

 


Deiziater Kanomp Breizh 2019

07/07/2019  Kampionad Breizh al lazoù-kanañ
                    Rummad kentañ
                    Iliz St Tomaz Landerne (29)
                    Da vare Gouel Kann al Loar

19/10/2019  Kanañ e Brezhoneg
                    dervezh stummadur
                    war ar vouezh ha war ar yezh
                    e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (56)

17/11/2019  38vet  Breizh a Gan
                    Mesker (44)

                    

                              logo Facebook

 


Abadennoł lazoł-kanań ezel eus Kanomp Breizh

KANERIEN SANT MERYN

 

a gano d'ar sul 30 a viz even e chapel Kerinec e Poulann da 5e30gm.
Kanet e vo tonioù eus abadennoù Balaven ha Galnys ha lodennoù vraz eus ho c'hoouidigezh diwezhañ Nevezadur, skrivet war barzhonegoù Anjela Duval.
Aozet eo ar sonadeg gant mignoned ar chapel. Mont e-barzh digoust. Pephini a roio pezh e c'hello. 

 

MOUEZH PAOTRED BREIZH

a gano :

- dimeurzh d'ar 16 a viz gouere da 9e noz e iliz Lokorn (29)
- disadorn d'an 20 a viz gouere da 8e30 noz e iliz St Coulomb (35)
- dimeurzh d'an 23 a viz gouere da 9e noz e iliz Karnak (56)
- dimeurzh d'an 30 a viz gouere da 8e30 noz e iliz Gwimilio (29)


PAOTRED PAGAN

a gano 
- digwener d'an 12 a viz gouere da 8e30 noz e iliz Konk Leon 
- digwener d'ar 26 a viz gouere da 8e30 noz e iliz St Jakez Perros-Guirec
- disadorn d'ar 17 a viz eost, da 6e noz e chapel Loc-Maze An Drennec

 

KROUIDIGEZH UL LAZ-KANAN

Raktress Kor Kan Keltia a zo da ganañ tonioù eus Breizh 
hag ar broioù keltiek kentoc'h en o yezhoù a orin.
Renet e vo gant Geneviève Marchand.
Darempred ha titouroù : 06 81 13 66 07 
korkankeltia@free.fr 


STROLLADOU O KLASK UR RENER
Laz-kanañ Kelc'h Keltiek Roazhon
Mouezh Bro Konk (Konk Kerne)
Ma dedennet oc'h evit ren unan anezho, deuit e darempred gant Kanomp Breizh