Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kevread Lazoł-Kanań Breizh

Breizh a Gan 2019

Affiche Breizh a Gan 2019

Ur programm dispar a vo kinniget d'ar sul 17 a viz du kentañ, e 38vet Breizh a Gan.  
E lodenn gentañ ar sonadeg e vo : 
Les Choralines-Korholen (Bro Gwenrann)
Anna Vreizh (An Naoned)
Kan ar Vro (An Naoned). Kampion eil rummad 2019
Aber al Liger (Liger-Atlantel). Eil-kampion rummad kentañ 2019

E eil rummad ar sonadeg :
Mouezh Paotred Breizh. Kampion Breizh 2019 

Titouroù pratik :
Sal Artymes, Mesker da 3e gm.
14€ war ar plas
12€ o ragprenañ
Digoust - 12 vloazh

Adalek penn kentañ miz here : Gwerzhet e vo bilhiji e Ofis an Touristelezh Mesker. Posubl e vo mirout plasoù o pellgomz da 02 40 42 64 37
                                                  Gwerzhet e vo bilhiji war Internet ivez :  www.francebillet.com pe ticketnet.fr 
                                                  Gallout a rit mirout plasoù dre Kanomp Breizh  06 32 29 79 29 / kanompbreizh@wanadoo.fr 


Eostad René Abjean, un teńzor evit al lazoł-kanań

Eo

Eostad René Abjean. Levrenn I an tonioù dastumet ha krouet gantañ.

Bodet eo un daou-ugent ton bennag el levr folennoù-muzik gentañ-se, dastumet, kompozet pe kempennet a-hed buhez ar c’hompozer ha rener laz-kanañ brudet René Abjean. Eus an tonioù hengounel deuet eus Bro Gembre, d’an oberennoù brezhiad a-vremañ, deuit da bourmen e bed ur soner, e-neus, a-hed ur vuhez leun, atao labouret da binvidikaat roll an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Labouret e-neus ivez a-benn renevezi al lazoù-kanañ. Ur beajadur a-bouez eo al levr-se, profet d’al lazoù-kanañ ha da ganerien Breizh, o vroudañ anezho da vont war-raog war hent ar han e brezhoneg. Embannet e vo e miz even 2019.

Priz poblek 27€

 Evit urzhiañ, kargit ar boñ urzhiañ, ha kasit anezhañ en-dro leuniet da gKanomp Breizh asamblez gant ho chekenn. 

 


Deiziater Kanomp Breizh 2019

19/10/2019  Kanañ e Brezhoneg
                    dervezh stummadur
                    war ar vouezh ha war ar yezh
                    e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (56)

17/11/2019  38vet  Breizh a Gan
                    Sal Artymes
                    Mesker (44)

                    

                              logo Facebook

 


Abadennoł lazoł-kanań ezel eus Kanomp Breizh

KANERION AN ORIANT

kinniget e vo gant strollad Bro an Oriant un abadenn evit lidañ e 40vet deizh ha bloazh
e sal Les Arcs Kewen, d'ar sul 20 a viz here da 4egm.
Mont e-barzh 12€

Skritell 40 voazh Kanerion an Oriant

 

KANERIEN AR GOELO

Lidet e vo e 10vet deiz a bloazh gant KAG, ha kinniget ur sonadeg asamblez gant laz-kanañ Ploveilh (29)
Kanerien Sant Meryn.

Kanet e vo gant Kanerien ar Goëlo an oratorio keltiek, War varc'h d'ar mor 
kompozet gant René Abjean, Hervé ha Pol Quéfféléant. Kanerien ha sonerien a vo renet gant Louise Izem.
Kanerien Sant Meryn a gano lodennoù braz krouidigezh e rener, Jean-Yves Le Ven, "Nevezadur" 
skrivet war barzhonegoù Anjela Duval, barzhezh Bro Dreger.  

Iliz Sant-Ke Porzh Olued
Disul d'ar 27 a viz here 2019 da 4egm
Pephini a roio pezh e c'hello