Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kevread Lazoł-Kanań Breizh

Breizh a Gan 2019

Affiche Breizh a Gan 2019

Ur programm dispar a vo kinniget d'ar sul 17 a viz du kentañ, e 38vet Breizh a Gan.  
E lodenn gentañ ar sonadeg e vo : 
Les Choralines-Korholen (Bro Gwenrann)
Anna Vreizh (An Naoned)
Kan ar Vro (An Naoned). Kampion eil rummad 2019
Aber al Liger (Liger-Atlantel). Eil-kampion rummad kentañ 2019

E eil rummad ar sonadeg :
Mouezh Paotred Breizh. Kampion Breizh 2019 

Titouroù pratik :
Sal Artymes, Mesker da 3e gm.
14€ war ar plas
12€ o ragprenañ
Digoust - 12 vloazh

Adalek penn kentañ miz here : Gwerzhet e vo bilhiji e Ofis an Touristelezh Mesker. Posubl e vo mirout plasoù o pellgomz da 02 40 42 64 37
                                                  Gwerzhet e vo bilhiji war Internet ivez :  www.francebillet.com pe ticketnet.fr 
                                                  Gallout a rit mirout plasoù dre Kanomp Breizh  06 32 29 79 29 / kanompbreizh@wanadoo.fr 


Eostad René Abjean, un teńzor evit al lazoł-kanań

Eo

Eostad René Abjean. Levrenn I an tonioù dastumet ha krouet gantañ.

Bodet eo un daou-ugent ton bennag el levr folennoù-muzik gentañ-se, dastumet, kompozet pe kempennet a-hed buhez ar c’hompozer ha rener laz-kanañ brudet René Abjean. Eus an tonioù hengounel deuet eus Bro Gembre, d’an oberennoù brezhiad a-vremañ, deuit da bourmen e bed ur soner, e-neus, a-hed ur vuhez leun, atao labouret da binvidikaat roll an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Labouret e-neus ivez a-benn renevezi al lazoù-kanañ. Ur beajadur a-bouez eo al levr-se, profet d’al lazoù-kanañ ha da ganerien Breizh, o vroudañ anezho da vont war-raog war hent ar han e brezhoneg. Embannet e vo e miz even 2019.

Priz poblek 27€

 Evit urzhiañ, kargit ar boñ urzhiañ, ha kasit anezhañ en-dro leuniet da gKanomp Breizh asamblez gant ho chekenn. 

 


Deiziater Kanomp Breizh 2019

19/10/2019  Kanañ e Brezhoneg
                    dervezh stummadur
                    war ar vouezh ha war ar yezh
                    e kreizenn Amzer Nevez Plañvour (56)

17/11/2019  38vet  Breizh a Gan
                    Sal Artymes
                    Mesker (44)

                    

                              logo Facebook

 


Abadennoł lazoł-kanań ezel eus Kanomp Breizh

MOUEZH PAOTRED BREIZH

Ur sonadeg braz a vo gant Mouezh Paotred Breizh ha Mousehole Male Voice Choir
e iliz-veur Kemper, d'ar sadorn 7 a viz gwengolo.

Sonadeg MPB ha Mousehole Male voice choir

ANNA VREIZH

a gano e iliz St Loeiz Montfort eus Sant Herblen, d'ar merc'her 18 a viz gwengolo
da 8e noz, asamblez gant laz-kanañ paotred eus Bro Iwerzhon
Dordán, eus Waterford
Mont e-barzh dieub

Skritell Anna Vreizh

 

KROUIDIGEZH UL LAZ-KANAN

Raktress Kor Kan Keltia a zo da ganañ tonioù eus Breizh 
hag ar broioù keltiek kentoc'h en o yezhoù a orin.
Renet e vo gant Geneviève Marchand.
Darempred ha titouroù : 06 81 13 66 07 
korkankeltia@free.fr 


STROLLADOU O KLASK UR RENER
Laz-kanañ Kelc'h Keltiek Roazhon
Mouezh Bro Konk (Konk Kerne)
Ma dedennet oc'h evit ren unan anezho, deuit e darempred gant Kanomp Breizh