Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kampionad Breizh al Lazoł-Kanań

 Kampionad

Kampionad Breizh al lazoù-kanañ a vez dalc’het bep bloazh, e miz Gouere, e-pad Gouelioù Kann al Loar, e Landerne dibaoe 2005. Digoret eo ar C'hampionad d'an holl lazoù-kanañ, gwregel, gourel pe kemmesk, eus ar c’hevread pe eus an diavez. Tri rummad a zo, da bep strollad da zibab e peuseurt rummad lakaad e añv. Añvet e vez Kampion Breizh e-barzh strolladoù ar rummad kentañ. Red eo d’eil laz-kanañ kaoud 15 poent pe ouzpenn evid pignad er rummad kenta. An trede rummad e zo evit ar strolladoù nevez a glask kaout alioù ha skoazell digant ar juri, hep bezañ notennet na klaset.

Penaos kemer perzh er c’hampionad?

N’eus nemet mont e darempred gant Kanomp Breizh (kanompbreizh@wanadoo.fr pe 06 32 29 79 29). Kaset e vo deoc’h ar reolennoù, ar fichenn eñskrivadur, ha follennou an ton boutin (evit an eil hag an trede rummad).

Pedet eo al lazoù-kanañ eñskrivet d’un emvod aozañ araog ar c’hampionad, ha da emvod bilañs e miz Gwengolo, asamblez gant ar juri.

Roll Kampioned Breizh abaoe penn-kentañ ar c'hampionad :

  • Kanerien Sant Karanteg (diou wech : 2005, 2006)
  • Mouezh Paotred Breizh (peder gwech : 2008, 2012, 2015 ha 2016)
  • Kanerion An Oriant (2009)
  • Allah's Kanañ (diou wech : 2010, 2011)
  • Mouezh Bro Konk - Kanerien sant Meryn (div wech: 2013, 2014)

final concours

Maout ar c’hrouidigezh

Profet e vez Maout ar C'hrouidigezh e-pad ar c'hampionad, evid un oberenn nevez skrivet. Ur c’hizelladur koad livet eo, oberenn an arzour Yann Olier, eus Speiet. Roet 'vez bep bloazh d'ul laz-kanañ d’egile. Bep bloazh e vez strapennet ur plak bihan d'en tu all ar maout evit derhel soñj euz añvioù al lazoù-kanañ aet ar maout ganto, hag añvioù ar c'hrouidigezhioù kinniget.

maout ar c'hrouidigezh

Dibaoe 2008, maout ar c'hrouedigezh a zo aet gant :                                                           

  • Mouezh Bro Konk – Kanerien Sant Meryn, dindan renerez Jean-Yves Le Ven : oratorio « Izild a Vreizh » gant Jean-Yves Le Ven ha Jeva Omnès 
      
  • Kanerion An Oriant, dindan renerez Marianne Lesavre :  « Euredenn e Bro Gwened – La Noce Vannetaise » gatn an Abat Le Dantec.
  • Allah's Kanañ, " Blaz ar C'henavo" gant Perynn Bleunven
  • Kan Awen, strollad Kreizenn an Arzoù Pobl Brest, renet gant Florian Desbans : "Hor C'hanaouenn", komzoù gant Tugdual Kalvez, sonerezh gant Florian Desbans
  • Mouezh Paotred Breizh, renet gant Jean-Marie Airault, evit ar c'hanadeg "Kan Glaz ar sklerijenn" gant Jean-Pierre Boulic, Job an Irien ha René Abjean
  • Kan Awen evit an ton : "Me a zavo un Dourell" un ton hengounel kendoniet gant Florian Desbans
  • Hekleo evit an ton : "Kan Mona" un ton hengounel Bro Iwerzhon, pozioù gant Yann-Ber Thomin
  • Mouezh Bro Konk - Kanerien sant Meryn evit an heuliad "Nevezadur" kompozet gant Jean-Yves Le Ven war barzhonegoù Anjela Duval. Aet eo ganto ivez meneg ispisial ar juri evit kalite an destenn. 

 

 

 

 


Kampionad 2016

Kampionad rummad kentañ : Mouezh Paotred Breizh kampion en-dro ! 

Kampion Breizh : Mouezh Paotred Breizh 18,09 / 20
Eil-kampion : Lazoù-kanañ Konk ha Ploveilh (Mouezh Bro Konk & Kanerien sant Meryn) 17,18 / 20
Trede : Kan Awen 16,67 / 20
Pevare : Hekleo Strolladig 15,46 / 20
Pempvet : Kanerion an Oriant 14,65 / 20 

Maout ar c'hrouidigezh ha meneg ispisial ar juri evit kalite an destenn a zo aet gant Lazoù-kanañ Konk ha Ploveilh evit an heuliad Nevezadur, kompozet gant Jean-Yves Le Ven war barzhonegoù Anjela Duval.

Disoc'hoù kampionad eil rummad

Gwalarn Uhel (Gwitalmeze) : 15,85/20. A vo degemeret e rummad kentañ bloazh a zeu.
Kanerien Bro Lokorn : 14,30/20. Eil plas
Kanerien ar Goëlo : 14,22. Trede plas

Kavout a rit an notennoù klok amañ

Daou laz-kanañ a gemere perzh e trede rummad, rummad Selaou. Trugarekaet int bet da vezañ kalonek awalac'h d'en em ginnig. Gourc'hemmennoù ha kuzulioù a zo bet roet dezho. Mouez Rosko ha Kan Izel Vor (ar Forest-Fouen) e oa.

Kampionad Breizh al Lazoł-kanań 2015 : an disoc'hoł

Rummad Kentañ
Kampion Breizh 2015 : Mouezh Paotred Breizh 17,38
Eil kampion : Lazoù-kanañ Konk ha Ploveilh 15,83
Trede : Hekleo 15,64
Pevare : Kan Awen 14,73
Pemp : Trouz ha Didrouz 12,85

Eil rummad
Kampion Eil rummad : Paotred Pagan 16,81
Eil : Gwalarn Uhel 14
Trede : Les Océanes 13,53

Maout ar c'hrouidigezh a zo aet gant : Hekleo evit "Kan Mona" , ton Bro Iwerzhon, pozioù gant Yann-Ber Thomin