Envoyer cette rubrique ą un ami Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazoł-Kanań Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Lec'hiennoł mignoned deomp
Plan du site

Kevread Lazoł-Kanań Breizh

Kampionad Breizh al Lazoł-kanań 2017

affiche championnat 2017Kampionad er bloazh-mañ a vo dalc'het war 3 dervezh, ha kontañ a reomp 15 laz-kanañ war ar roll dija.

Dervezh kentañ : disadorn d'an 20 a viz mae.
Dalc'het e vo ar c'hampionad e iliz Intron Varia ar Baol, da 5e30 gm. Pemp laz-kanañ eus Liger-Atlantel a zo war roll trede rummad "Selaou".  
Ur juri tri barner ( unan evit ar yezh, unan evit ar sonerezh hag unan evit ar zell holleg) a zeuio beteg Ar Baol evit selaou al lazoù-kanañ o kanañ e-pad ur sonadeg boutin gant : 
Les Choralines-Korholen (Bro Gwennran)
Kan ar Vro (Naoned)
Anna Vreizh (Naoned)
Aber al Liger (St Nazer)
Orvez (Orvault)

Eil zervezh : disul d'an 21 a viz mae.
Kampionad eil ha trede rullad a vo dalc'het adalek 2e30gm en iliz St Thomas Landerne,
da vare Gouel Breizh, kenaozet gant Ti ar Vro ha Kann al Loar
Gant al lazoù-kanañ :
Kan Izel Vor (Fouesn)
Mouez Rosko (Rosko)
Kanerien ar Goëlo (St Ke Porzh Olued)
Kanerien Bro Lokorn (Lokorn)

Trede dervezh : digwener d'ar 14 a viz gouere
Kampionad rummad kentañ a vo dalc'het e sal ar Family  Landerne da vare Gouelioù Kann al Loar.
Gant al lazoù-kanañ :
Kan Awen (Brest)
Hekleo (Landerne)
Gwalarn Uhel (Ploudalmezeau)
Mouezh Paotred Breizh (Breizh a bez)
Paotred Pagan (Plouneour trez)
Mouezh Bro Konk & Kanerien sant Meryn (Konk ha Ploveilh)

Al lazoù-kanañ a fell dezho kanañ e brezhoneg e-pad 15mn a c'hell lakaat o añv c'hoazh !
Lennit reolenn 2017
 

Aet eo Priz Bro Gozh 2016 da gKanomp Breizh

remise prix bro gozh Foto : Ouest-France

Degemeret eo bet gant Yann-Ber Thomin, prezidant Kanomp Breizh,  Priz Bro Gozh 2016 disul 4 a viz kerzu e-pad 35vet Breizh a Gan. 
Roet eo bet ar priz dezhañ gant itron Lena Louarn, eil-prezidantez Kuzul Rannvro Breizh, evit Kanomp Breizh, e añv e lazoù-kanañ ezel a gan e brezhoneg.  
Islinennañ a ra ar priz pouez al labour graet gant al lazoù-kanañ evit brudañ hag evit ledañ kan broadel Breizh, Bro Gozh Ma Zadou,  e-mesk ar bobl. 
Laret eo bet disul pegent eo troet spered an ton-se da vodañ ar re en em sentont breizhad, dre ar gwad, dre ar c'halon pe dre ar plegennoù. Hag ur c'han gant ur spered digor war ar bed eo, o vezañ da gentañ rannet etre Breizh, Bro Gembre, Kerne-Veur hag ar pobl Khasi e India.
Fier eo Kanomp Breizh da lodañ a priz gant holl an izili !  


Deiziater Kanomp Breizh 2017

20/05/2017 Kampionad Breizh al lazoù-kanañ
                     
Trede rummad "Selaou"
                       Lazoù-kanañ Liger-Atlantel a vo selaouet e-pad ur sonadeg boutin er Baol

21/05/2017 Kampionad Breizh al lazoù-kanañ

                      Eil ha trede rummad
                      Iliz St Tomaz
                      Landerne 
                      Da vare Gouel Breizh

14/07/2017 Kampionad Breizh al lazoù-kanañ
                      Rummad kentañ
                      Sal ar Family
                      Landerne
                      E-pad Gouelioù Kann al Loar 

07/10/2017 Kanañ e Brezhoneg Hanternoz
                      Teknik ar vouezh ha yezh
                      E Landi, 10e - 5e noz

14/10/2017 Kanañ e Brezhoneg Kreistez
                      Teknik ar vouezh ha yezh
                      En Alre, 10e - 5e noz
                    

03/12/2017 36vet Breizh a Gan
 
                    Peniliz Santez-Anna Gwened
                      3e gm 

www.facebook.com/kanomp.breizh/

 


Sonadegoł

MOUEZH PAOTRED BREIZH
Kampion Breizh 2016
a gano d'ar sul 9 a viz ebrel 
en iliz Sizhun, da 5egm.
War ar roll e vo tonioù hengounel  Breizh ha Bro Gembre, 
krouidigezhioù René Abjean ha Jean-Pierre Boulic,
ha lodennoù an oratorio
"Ar chistr liamm ar garantez", kendonniet gant Jean-Marie Airault. 

HEKLEO
a gano e chapel Lokmaze, An Drenneg
d'ar sul 23 a viz ebrel, da 3egm.
Mont e-barzh digoust.

ANNA VREIZH
a gano asamblez gant A Travers Chants
en iliz St Mesmin d'ar sul 30 a viz ebrel da 4egm.
Mont e barzh digoust, pephini a roio pezh e c'hello.